Lush

Ur strollad shoegaze / dream pop saoz savet e Londrez e 1988 e oa Lush. Holl ganaouennoù ar strollad a voe savet ha kanet gant Miki Berenyi pe Emma Anderson. Paouez a reas ar strollad pa varvas Chris Acland d'ar 17 a viz Here 1996.

Miki Berenyi ha Emma Anderson en em anavezas ez-vihan pa oant o chom e Camden (norzh Londrez). Da gentañ e sonjont pep hini en he strollad : The Bugs ha The Rover Girls. Goude-se e savjont Baby Machines asambles gant Meriel Barham, hag a vo goude er Pale Saints. Pa'z eas kuit e teuas Baby Machines da vezañ Lush hag e tapjont ur gevrat gant al label 4AD Records, renet gant Ivo Watts-Russell.

EP kentañ Lush (Scar) a zeuas er-maez e miz Here 1989, produet gant Tim Friese-Greene. Da heul e teuas Mad Love ha Sweetness & Light, an daou anezho produet gant Robin Guthrie, gitarour ar strollad Cocteau Twins, unan eus strolladoù brudetañ al label. Lush a zigoras evit abadenn The Cure er c'h/Crystal Palace Bowl (Londrez) e 1990 ha treiñ a reas e Europa hag er Stadoù-Unanet asambles gant Ride hag ar Pale Saints. Un dastumadeg anvet Gala, enni an tri EP kentañ hag ar ganaouenn Hey Hey Helen (ABBA), a voe skignet er Stadoù-Unanet gant Reprise.

Steve Rippon (gitar boud) a guitaas ar strollad e miz C'hwevrer 1992 ur wech enrollet For Love hag en e blas e teuas Phil King, hemañ bet o seniñ c'hoazh gant Felt ha Biff Bang Pow!. Er memes bloavezh e teuas er-maez Spooky, an albom kentañ, bepred produet gant Guthrie. Pignat a reas betek an Top 10 er Rouantelezh-Unanet, hag ouzhpenn 120 000 skouerenn a voe gwerzhet er Stadoù-Unanet. E-pad an hañv e kemeras Lush perzh en droiad Lollapalooza II asambles gant The Jesus and [(Mary Chain]], Pearl Jam, Soundgarden, Ministry, Ice Cube ha The Red Hot Chili Peppers.

E 1994 e voe produet an EP Hypocrite gant Mike Hedges (The Cure, Siouxsie & the Banshees…)ha mesket gant Alan Moulder (Ride, My Bloody Valentine) ; an daou anezho a genlabouras en-dro evit Split, eil albom Lush, met ne reas ket kement a verzh hag an hini kentañ.

Daou vloaz goude e teuas o fladenn ziwezhañ, enni ur ganaouenn kanet asambles gant Jarvis Cocker ([(Pulp]]). Kentoc'h pop e voe an albom-se, hag an tri single a gaver warnañ Single Girl, Ladykillers ha 500 (Shake Baby Shake) a bignas betek Top 20 ar Rouantelezh-Unanet.

Goude un droiad er Stadoù Unanet en em zistrujas Chris Acland. Ez-ofisiel e voe divodet ar strollad e 1998. Phil King a sonas neuze gant The Jesus and Mary Chain hag Emma Anderson a savas Sing-Sing asambles gant Lisa O’Neill.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search